Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Klask

Archives

24 février 2011 4 24 /02 /février /2011 16:10

Au_Bistrot_du_coin_affiche.jpgDilun mintin, brezhonegerien eus Roazhon a oa pedet er sinema "Gaumont" evit gwellout ur film "vraz" (deus Pariz) troet e brezhoneg gant Dizale ha skipailh Samuel Julien.

Penoas e vefe posubl da lâr un dra vat diwar-benn ar film-se? An istor zo fall-tre gant nemet unan pe div draoiù fentus. Ur vezh eo evit ar sinema, met setu an hini en deus choazet da vezañ troet e brezhoneg hag ivez en occitaneg, korseg, c'hti, créole, alzasianeg...

Goude ar film hon eus komzet gant hini en deus paet ar film, Sébastien Fechner. Eñ en deus lâret e oa laouenn tre da wellout kalz an dud 'barzh ar sal. Léna Louarn oa ganeomp evel just evit ar Rannvro Breizh peogwir hi en deus sikouret anezhañ.

Met peseurt dor en deus kemeret evit kaout sikour ar Stad? Ar brezhonegerien a oar hor yezh n'eo ket bruderezh gantañ. Emichañs vo graet filmoù all evel-se... gant un istor plijus.

Labour Dizale zo fiskal. Un dra marteze: emichañs vo posubl da gav muioc'h mouzhioù tamm-ha-tamm peogwir ar memes tra eo bep wech.

Quelques mots en français:

La discussion était plus intéressante que le film à vrai dire. Né d'une blague entre les acteurs, l'idée de faire le film en différentes langues n'a apparemment pas posé tant de problème que cela! Alors que vu d'ici, faire ça relève du parcours du combattant. L'Etat est assez schizophrène et dit plus facilement oui à des gens disons... "connus" qu'à des bretonnants jugés sans doute trop subversifs! Il apparaît aussi qu'en terme audiovisuel, les structures en Bretagne (comme Dizale) sont très efficace. Grâce à ce film ont pu être mis en place des structures à peu près équivalentes. Le Ministre Mitterand dit tout le bien qu'il pense des langues régionales alors que j'ai eu une lettre signée de lui entre les mains disant qu'il n'y aurait pas de loi sur les langues!

Ici doublés. Prochaine étape: des moyens métrages tournés en breton?

Partager cet article
Repost0

commentaires

Y

N'eo ket ur film meur anat. A-du ganeoc'h war ar poent se.

Met perak e c'houllennit atav vefe cheñchet mouezhioù an advouezhierien ?!

Bet omp war ar vicher 10 vloazh 'zo bremañ, ar pezh a lak labour Dizale da vezañ "fiskal".

Sed aze ar priz evit bezañ efedus. Ma, displijet oc'h o klevet dalc'hmat memes mouezhioù ? hag e galleg neuze ? Un 50 bennak int evit admouzhiañ kantadoù a eurvezhioù filmoù estren. Ni, n'omp
kemet un 20 bennak, ha c'hoazh, o klask derc'hel gant ar vicher, gant an nebeudoù a vez roet deomp. N'eus ket trawalc'h a labour evit bouetañ an holl... aze mañ ar gudenn.

Répondre
C

Demat Yann-Herlé!

A-du on ganeoc'h penn-da-benn. Ur konstat e oa nemetken. Gwelet 'moa bern filmoù troet e brezhoneg gant Dizale ha adlavar a ran: kavout a ran anezho plijus. Ar mouezhioù e galleg zo ivez atav ar
memes re. 'Benn a fin, ar mouezh 'moa anavezed ar muioc'h oa hini Aotrou Pennec. Eñ a oa great mouezh an den pouezusañ evit ar film "ar wagenn" ivez. Evit ar re all, ne oa ket marv mil den. Met
eñ 'neus ur mouezh boud (?) tre (grave?). E galleg ez euz ivez mouezhioù a zo muioc'h anavezet eget ar re all (Harrison Ford pe Russel Crowe).

Ur wec'h ouzhpenn, n'eo ket un dra grevus tamm ebet. Neuze, kendalc'hit ho labour fiskal. Er sinema a vin adarre!

Gael.